Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
Treguer.

so un Doue, hon ine a so ive immortel, ha quement se a so ur suit eus a existanç un Doue. En effet, n’en deus quet a Doue ep justiç, nac a justiç ep punition evit at pec’het ha recompanç evit ar vertu. N’en deus na punition na recompanç a nez ur vuez all : n’en deus quet a vuez-all mar marv hon ine gant hon c’horf. N’hon deus ezom evit compren an immortalite eus hon ine, nemet guelet er bed-màn an triomph eus an dud mechant ha tourmancho an dud just. Doue a gasti alies ar re just ep punissa ordinal an dud fall. Par consequant pa zeo just Doue, (ha na ve quet Doue a nez) eo ret penaus e reserve ar bunition hac ar recompanç evit ar bed all : hon ine a so eta immortel. Ret eo eta renonç d’ar fe ha d’ar ræson evit doueti memes e ve un Doue, hac immortel hon ine.

Profit.

1°. Meditet alies ar perfectiono divin evit anaveout ho miser, ho paourantez hac oc’h imperfection.

2. Adoret Doue a greis ho calon, ha goulennet digantàn pardon evit an dud impi a deu quement d’en outragi, d’en blasphemi.

3. Songet er vadelez infinit a Doue, pardonet, groet vad d’an oll, memes d’oc’h enemiet.

4. Respectet en tout ha dre oll ar bresanç adorabl a Zoue. Guelet hac anaveout a ra oll ; divoallet rac ober en e bresanç ar pez ne garfac’h quet da ober en presanç an dud.

5. Divoallet da heuil ar gorruption eus ar bed ; combatet hac e vezet curunet.