ar voez eus e galon hac eus an natur en general, a so muy antêtet evit ur mûl, peini n’en deus nac ententamant nac anaoudeguez. Den na ell en em bersuadi penaus n’en eus quet un Doue ; ha quement-se a so ur breuven a existanç Doue memes. Epicure, tad an atheet, en defoa aon rac Doue hac ar maro, en amser ma pede e scolaërien da vezàn hep aon rac an eil hac eguile. Piou eo en effet ar re a anzao e heus un Doue ? N’en deus, eme Ciceron payen, nation quen barbar voar an douar, ne voar erfad e heus un Doue, non obstant ma hel en em drompla voar an espeç eus an Doue a dle da anaveout. N’en deus eta nemet ar gorruption a galon an den a guement a garfe na ve quet a Doue. Me garfe, eme Labruyere, clevet un den sobr modest, chast, just, o lavaret n’en deus Doue ebet ; an den se da viana a gomse ep interest ; mæs ur sort den na vezo birviquen cavet. Cridi ar pez a gred an oll eo ar brassa furnez ; an oll n’en em dromplont quet voar un greden universel. Maes piou eo ar re a dislonq ar blasphem mezus penaus n’en deus quet a Doue ? Un dornat tud corrompet, pere evit pompadi o c’hourgouil, evit non pas sonjal evel ar gomun, o defe c’hoant na ve Doue ebet, evit beva tranquil en ho buez debordet. Ur c’hriminel ne gar quet e varner ; en distruja a rafe memes, ma ve possubl dezàn. Helas en heur ar maro e coez ar masq ; an den a ro d’en em anaveout : dre vanite ha gompasion e rer ar speret crenv, er momet-se, en despet dezàn, an impi a ra ar spèret foibl.
Bezàn e so eta un Doue. Inutil e ve imppligea amser da brouvi ur virionez quen sclær. Mæs pa