Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
245
Treguer.


R. Ya, mæs commetti reont ur sacrilech enorm.

G. Gred un act a Garantez ?

R. Doue, leun a berfection,
Mên ho car a greis ma c’halon,
Abalamour ma veritet
Dreist peb tra oll bezàn caret :
Ma nessàn a garàn ive
Abalamour dec'h, ma Doue.

G. Gred un act a Humilite ?

R. Allas, allas, petra ôn-mê
Da dostaat ouzoc'h ma Doue !
N'en dôn nemet ur pec'her quæs,
Mæs c'hui so leun a vadeles.

G. Gred un act a Desir ?

R. Ah pebes desir a meus-mê.
Da receo bara an Ælez !
Disec’hàn ràn gant ar sec’het
O c’hortos monet d’ar banquet.

G. Petra dleer da ober goude ar Gommunion ?

R. Adori, trugarecaat, ha pedi Jesus-Christ en on c’halon, ha bezàn devot ar rest an deiz.

G. Leret din ar voyen da ober er fat on oll Gommuniono ?

R. Ober peb hini a-neze evel pa ve an divezàn eus on bue.

G. Нас èn so avoalc’h communia ur veich ar bloas ?

R. Ur Christen mat ne læz quet queitse e ine da yun.