caret da vezet da jamæs, o ma Jesus, o ma c’harantez, en env, hac er sacramant adorabl eus an Auter !
VIII. QUENTEL.
Voar ar Gommunion.
G. Petra so ret da brepari quent mont da Gommunian ?
R. Ret eo prepari ar c’horf hac an ine.
G. Pe sort preparation so ret evit ar c’horf ?
R. Ar c’horf a dle bezàn voar yun, propr, ha modest.
G. Pe sort preparation so ret evit an ine ?
R. Ur fe grên, ur gonscianç pur, hac ur garantez ardant.
G. Penaus e raffec’h-u un act a fe quent ar gommunion ?
R. Mên gred ferm ep doutanç ebet
E c’han da receo en effet,
Jesus guir den ha guir Doue
Er sacramant a garantez.
G. Petra ententet-u dre ur gonscianç pur ?
R. Ur gonscianç net a bec’het, marvel da vianàn.
G. Penaus netaat ar gonscianç ?
R. Dre ur govezion vat.
G. Ar re a gommuni en stat a bec’het marvel, hac y receo Jesus-Christ ?