Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
Catechis


G. Pegouls e-màn an obligation vrassàn da gommuniàn ?

R. Da Basq hac en danger ar maro.

Ar Communion.

Jesus-Christ en deus instituet ar sacramant adorabl en peini e màn reellamant presant. Communiàn eta eo receo reellament ha veritablamant Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver biniguet Jesus-Christ en Hosti sacr. Emàn presant dindan an eil speç hac eguile, en Hosti bian evel en Hosti bras, hac en pep tam eus an Hosti torret. Na eller quet receo e Gorf ep e Oad, rac beo eo eternellamant, ha chom a ra guenemp er bed- màn er sacramant eus e garantez evit mesur on ine, on derc’hel unisset gantàn, conserv, crenvaat, augmanti ar graço recevet ; evit terri, diminui on panchant fall, evit rei dimp an ners da aruout er berfection gristen, bezàn ar gaich, an assuranç eus ar vuez eternel ; rac, eme on Salver, piou benac a debro ma c’horf hac a evo ma goad, en deus ar vuez eternel : ha mên en resuscito en fin ar bed. Evit communiàn eo ret prepari ar c’horf hac an ine. Ur fe grênv, ur gonscianç pur, ur garantez ardant, ur guir Esperanç, un humilite vras, ur guir anaoudeguez, un desir ardant da receo Jesus-Christ eo dispositiono an Ine. Meditet a-neze.

Ar c’horfo a dle bezàn voar yun, propr ha modest, ar brassàn respet peintet voar on zall. Pa recever an hosti sacr, an teod a dle bezàn voar ar c’heus iselàn, ar gueno un tamic digor ; mar stag an hosti sacr ous ar staon, e tleer en distaga ep troubl, doucic gant bec an teod evit en avali. Ar yun evit ar Communion a gommanç