Pajenn:Catechis, 1817.djvu/246

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
Treguer.

an allianç nevez, peini a vezo scuillet evidoc’h hac evit cals en remission eus ar pec’hejo ; Groet quement-màn en memoar din. »

Chetu a se penaus e comzas on Salver ar yaou Guemblit er goan divezàn a eure gant e Ebestel, ha penaus dre garantez evidomp en deus instituet ar sacramant adorabl evit mesur on ineo ha chom guenemp voar an douar. J. C. a so quen certen presant er sacramant adorabl eus an Auter, ha ma màn en env, evel ma voa en corf ar Verc’hes glorius Vari ; raс partout eo ar memes Jesus-Christ.

Hon fe a so muy sur evit on daoulagat memes ; rac on squiencho a ell bezàn tromplet, mæs Doue na ell quet on zrompla, ha comso J. C. a so quen sclær quen na chom nep sort douet voar e bresanç er sacramant adorabl eus an Auter. Hemàn, eme on Salver, eo ma c’horf, hemàn eo ma goad : ar pez na ve quet guir ma ne ve quet Jesus dindan ar speço pere a velomp. Quen lies gueich ma zeo comset er Scritur sacr eus ar sacramant adorabl, eo laret penaus e màn ennàn on Salver veritablamant presant evit bezàn veritablamant debret. An Ebestel hac an Ilis universel o deus bepret credet an articl-se eus on fe. Goude ar gonsecration na chom nemet ar vent, al liou, ar vlas a vara hac a ouin ; rac dre ar c’homso eus ar Gonsecration, an transubstantiation en deus lec’h ; da laret eo, eo chanchet ar bara hac ar guin en Corf ha Goad on Salver. Madelez infinit ! Victim adorabl, mên o cred ferm er sacramant adorabl, muy ferm evit pa en guelfen gant ma daoulagat ; rac c’hui, ma Salver, en deus-àn laret din. Henor, fe, gloar, homaich dac’h, о ma Doue ! Meulet ha