Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/245

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
Catechis


R. Jesus-Christ en em guef antier en peb tam eus an hosti torret.

G. Jesus-Christ hac-èn a guita an env evit dont er sacramant adorabl ?

R. Salocroas, en em gavet a ra en env bac er sacramant assambles.

G. Penaus e с’hell ar memes Corf bezàn en Env hac en oll hostio sacr assambles ?

R. Dre ur miracl a buissanç Doue.

Ar Sacramant adorabl eus an Auter.

Ar sacrifiç a gorf hac a oad J. C. offret dindan ar speç a vara hac a ouin, ha consideret evel sacramant goude ar sacrifiç, eo ur sacramant en peini emàn veritablamant ha reellamant Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver biniguet J. C. dindan ar speç a vara ; ar speç a ouin na ve quet conservet. S. Paul a lavar penaus en deus clevet gant J. C. memes en defoa instituet ar sacramant eus an Auter. Chetu aman an abrege a institution ar sacramant adorabl evel ma zeo raportet gant ar pevar Avieller.

« Jesus goude bezàn coanniet gant e Ebestel, a savas dious toll evit guelc’hi o zreid ; goude e c’hazeas ous toll, ha pa voant o tibri e quemeras bara, e rentas graç d’e Dad, e viniguas ar bara, en toras evit en distribuí d’e Ebestel, en ur lavaret : quemeret ha debret, Hemàn eo ma c’horf peini a vezo livret evidoc’h, groet quement-màn em memoar. Er memes tra goude coan e quemeras ar C’halei, ha goude bezàn rentet graç e viniguas a nezàn hac en roas deze en ur laret : Evet tout eus a hemàn, rac hemàn eo ma goad, ar goad eus