Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
Catechis

pe sort drouc on deus groet, en pelec’h, a be moyeno e zomp en em serviget evit cometi ar pec’het, evit petra on deus-àn groet, en pe fæçon hac en pe amser. Anaveet dre enno peguen necesser eo examinàn ar gonscianç evit ober ur Govezion vad.

En Examen a gonscianç.

Bemdeiz e comser eus ar gonscianç eр songeal na gout petra eo ar gonscianç. Bezàn eo an action eus ar jugeamant peini a lavar dimp penaus eo mad pe penaus eo fall un dra en particulier, ar pez a henver Synderes, a lavar dimp en general petra so mad ha petra so drouc. Ar gonscianç a so certen, guir, faus, scrupulus, re franq, probabl pe improbabl. Ar gonscianç guir pe certen, eo ar reglen eus on buez ; raс n’en deus nemet-hi a ve reglen evit gout pe èn so mad pe èn so drouc un dra en particulier. Heuliet ar gonscianç-se, ha n’en em drompfet quet ; mæs diouallet na guemerfac’h evit conscianç o passiono, o panchant, o ignoranç, o corruption. Mil ha mil en em drompl bemdeiz o laret : ma c’honscianç a lavar din an dra màn, an dra-ont. C’hoas ur veich, quemeret lezen Doue evit regli o conscianç, heuliet-hi neuse. Chanchet on deus un neubet a vatier, mæs retornomp.

Dre an examen a gonscianç evitar govezion, e c’hententer eo red labourat gant sourci bac application da gavet memoar eus on oll bec’hejo, evit ober d’on C’hovesour anaveet erfad ar stad eus on ine. An examen-se, hervez ar C’hatechis eus ar C’honcil a Drant, a so quen necesser quen na ve nul ha sacrilech ar Govezion mar ancoueomp ur pec’het marvel epquen defaut da vezàn en em examinet. An examen-se