Pajenn:Catechis, 1817.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
Treguer.

setanç ? Or ar C’hovezour a so assambles tad, medecin ha barner. An absolven a so ur guir setanç non pas eus an dud, mæs a beurs Doue ; rac e jugeamant a exercer en tribunal ar binigen. Ur C’hovesour a dle bezàn savant, prudant, charitabl. An oll a voar eo obliget d’ar secret, ep gallout jamæs rei da c’hout pe da santout ar pez en defe selaouet er Govezion dindan boan eus ar brassàn punition er bed-màn, hac an ifern er bed-all. Evit accomplissàn ar gourc’hemen eus ar Gonvezion, eo ret dezi bezàn,

1. Antier, eus an oll bec’hejo marvel, a bere e c’hellomp cavet sonch.

2. Bezàn sincer, accompagnet a c’hlac’har hac a detestation ar pechet.

3. Bezàn groet da ur Belec aprouvet dre an Escop legitim, peini a ro an absolven evit obteni dre ar sacramant a binigen remission ar pec’hejo.

4. Bezàn humbl ; en effet, ar pec’her paour pa deu da gavet Doue er govezion, a so ur c’hriminal da vezàn barnet, ha dign memes a dân an ifern. N’en deo quet evel contàn un histoar e tleer covessaat e bec’hejo, mæs sinceramant, gant simplicite, obeissàn en tout d’ar C’hovesour, ha songeal penaus en deus ur garg vras, hac e ra tout evit gloar Doue ha silvidiguez on ine.

5. Ret eo lavaret an nombr, ar speç hac ar galite eus ar pec’hejo ; rac alies ar circonstanço eus ar pec’het a ra ma zint grevussoc’h pe viannoc’h ; alies memes e chanchont a espeç d’ar pec’het. Ret eo eta fixàn an nombr, lavaret piou, pe stad en deus an hini en deus groet an drouc,