couscoude na dle quet mont bete ar scrupul peini a so un defaut a gonscianç ; mæs quement a boan a dleomp da guemeret evit en ober evel evit un affer a gonsequanç. Neuse e tleomp bezàn contant ; rac mar achap ur pec’het benac d’on memoar, e zomp absolvet, gant an obligation couscoude d’en discleriàn er c’hentân Covezion. Evit an examen eo ret goulen sclærigen ar Speret Santel, examinàn bemnos on c’honscianç ; neuse an examen evit ar Govezion a ve facil ; en em arreti ha songeal en gourc’hemeno Doue ha re an Ilis, ar pec’hejo capital, on vertuyo memes, on viço particulier, en obligationo eus on stad, er plago, en dud on deus frequantet, en affero o deus on occupet, on inclinationo, on habitujo ; cheju a-se ar fæçon da anaveout ar stad eus on ine. Clesquet eta en fonç o calon ar pez n’en deo quet agreabl da Doue, evit o lemel dre ur Govezion vad. Mar oc’h eus manquet a gontrition, a examen, a satisfaction ; mæs surtout ma ve deut an diaoul mud da ober dac’h coach, nac’h na dissimuli netra en o Coveziono tremenet, n’en deus evidoc’h quen remed nemet ur Govezion general, evit peini an examen a so facil, mæs muy hir. Tremen a rin, o ma Doue, eme David, an oll bloavezio eus ma buez en o presanç hac er c’huervder eus ma c’halon.
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/236
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
Treguer.
* * *