Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
Treguer.

ar santelez. Bezàn eo an tad mad, peini a fournis tout d’e grouadurien ; en ut guer, en Douè e màn an oll berfectiono a alfemp da imagina, ha c’hoas ne elfomp birviquen o c’hompren er bed-màn. S. Thbmas evit decida ur question benac, en deus ar c’hustum da respont d’ar pez a eller da lavaret a enep ar virionez, quent evit prouvi ar pez en deus da etablissa. Dre-se pa deu ar sant da brouvi penaus e heus un Doue, e commanç e question er guis-màn : Hac èn a so un Doue ? Seblanti a rafe ne eus quet. Un Turc a lennas ar question etablisset er guis-se ; ep quemeret ar batiantet da lenn davantaich, e taulas al levr en tàn, o sonjal penaus e nac’he e heus un Doue. Bezàn hon eus ar maleur da veva en un amser, en peini eo ret prouvi an oll guirioneo ; prouvomp eta penaus e heus un Doue.

Bezàn a so un Doue.

Ar virionez-màn, bezan a so un Doue, a so quen sclær evit piou benac n’en deus quet renoncet d’ar ræson, quen n’en deus nemet an den insanset o lavaret en e galon penaus n’en deus Doue ebet. Dixit insipiens in corde suo : non est Deus.

Quenta ræsonamant a ra an den, eo lavaret : sonjal a ràn, par consequant e zôn, pe e c’hexistàn ; or mar songean, eo ret din anzav penaus e heus un Doue ; rac n’em eus quet gallet rei din ma unan ar pez a ra din sonjal. Ar matier n’en deo quet capabl da sonjal, na da rei din ar facultee eus ar sonch ; ar faculte-se eta a so roet din gant un all, superieur din ha differant eus ma phersonaich. Or hennez eo a hanvàn Doue. Bezàn a so hanvet cant vloas ne