voan netra, n’en deo quet bet possubl din receo ar vuez diguenèn ma hunan, un all e deus-hi roet din ; rac ret eo bezàn quent evit ober un dra : ne allan quet bezàn ha non pas bezàn a-sambles. Ma zad ha ma mam ne dint bet nemet an instruntant eus ma guinivelez ; rac mar reculàn ma imagination bete an tad quenta, eo ret din avoui penaus en deus recevet ar vuez, hac eo bet crouet gant un all dishanval dioutàn ; or hennez eo an hini a hanvan Doue ; èn eo an hini quenta, an hini a so dreizàn e unan, hac ar c’hrouer eus an oll.
Mar selaouàn ma c’halon, e lavar din e heus un Doue ; hac ar sclærigen-se fontet gant ar c’hrouer en oll galono, a ra d’ar bed oll hanaveout ha crial en ur voez penaus e heus un Doue. Netra voar an douar na ell contanti ar galon ; douguen a reomp memes en despet dimp, hon desiro en tu-all d’an amser : hon desir a so ep fin ; ret eo evit en contanti, cavet un objet infinit. C’hoant hon deus da veva eternelamant, pe da vezàn immortel ; ret eo eta e ve placet an desir-se en calon pep-hini dre an hini en deus roet dimp ar vuez ; or hennez eo Doue. Birviquen ar speret ar muya subtil na allo compren union e gorf hac e ine. Ar speret hac ar matier ne dint quet groet evit bezàn naturelamant unisset assambles ; couscoude ar c’horf, ar mempro, a so obeissant d’ar volonte ha d’ar speret. Den na ell compren quement se ; ur gallout infinit en deus eta formet un accord quen incomprenabl, hac ar gallout-se eo Doue. A aveout a reomp petra so drouc, petra so mad ; or netra nemet ur squiant, ur justiç dreist an oll n’en deus gallet rei dimp an anaoudeguez--