An eizvet, ar pez a sel ar Speret-Santel ha constitution Ilis J. C.
An naovet a gompren qualiteo an Ilis, bac an union eus be mempro, pe communion ar sænt.
An decvet a gompren remission ar pec’hejo.
An unnecvet a gompren ar resurrection general ; hac an daouzecvet, ar maro hac ar vuez eternel.
Bezàn e so un infinite a articlo a fe, pere ne dint quet comprenet er Gredo ; evel ar sacramancho, ar purgatoar, etc. Mæs lavaret a eller penaus e tleomp raporti tout d’ar Gredo, pa zeo guir hervez an eizvet hac an navet articl, e-zomp obliget dindan boan a damnation da gredi quement tra en deus revelet Doue d’on mam santel an Ilis.
Ar pape Pi pevar a ordrenas ajouti d’ar c’honcil a Drant, ur Symbolen pe brofession a fe er guis màn : Anaveout a ran an Ilis romæn, catholic hac apostoliq, evit bezàn ar vam hac ar væstres eus an oll Iliso ; touet ha prometi a ràn ur guir obeissanç d’ar pontif a Rom, viquæl da J. C., successeur da S. Pêr, prinç eus an Ebestel. Evel se e coms pep guir vuguel eus a Ilis J. C.
Doue a so ur speret pur ha souveren ; n’en deus eta na corf na figur, na liou na ment ; na ell quet bezàn guelet. Bezàn a ra dreizàn e-unan, n’en deus na commançamant na fin, eternel eo ; na depant eus a netra, ha quement tra so a depant anezàn ; guelet ha clevet a ra tout, ramplissa a ra tout, ne chanch jamæs ; bezàn eo an oll c’hallout, ar justiç, ar vadelez, an druez,