speret, ar galidigen a galon, rouin ar yec’het, an disurs er menaich, ar speret a dispign, ar brecipitation, an ancouas a Doue hac eus ar silvidiguez, an horreur eus ar vuez-all, ar c’holl eus ar ræson, hac alies clènvet, maro subit ha sioas er pec’het. Meditet ha crenet. Evitet evel ar voel eus ar serpant quement a ve capabl da gondui d’ar viç infam.
An anvi a so un dristidiguez eus a vad on nessàn. Pa velomp ur re benac o cavet pe en effet, pe en on sonch, certen avantageo corporel pe spirituel, or be c’hoant pe d’o c’havet eveltàn, pe d’o c’havet memes evidomp on-unan epquen. An anvi a so ur pec’het marvel dre natur : privàn a ra eus an env. Bezàn eo pec’het an diaoul peini en deus joa o velet an drouc, ha queuz o velet vad. An anvi a so ar sourcen a gals a bec’hejo-all, evel ma zeo cavet cassoni eus an nessàn, an desir da noas dezàn, ar joa voar an drouc a arru gantàn, ar blijadur da gontàn ar pez en deus groet a drouc. Ar remed a enep ar pec’het poultron-se eo an humilite, ar vortification, ar mepris a vado an douar, an attantion voar ar gourc’hemen peini a ordren dimp caret on nessàn eveldomp on-unan.
Ar gourmandis a so un affection direglet en dibri pe en eva. Ar blijadur a santer o tibri hac o eva n’en deo quet ur pec’het, eme sant Antonin, rac naturel eo. Mad eo pa ne guemerer nemet dre necessite hac evit conservi ar yec’het ; mæs direglet eo mar doug da dibri pe da eva re, pe da dibri ai pez so difennet, pe d’en em vevi.