Pajenn:Catechis, 1817.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
Catechis

màn, a so un attaich direglet ous mado an douar. Or an attaich-se a so direglet pa santomp un desir dreist musur da bossedi an douar, pe pa en em affligeomp en bras d’o bezàn collet, pa en em servigeomp a bep sort moyen injust ha criminel evit acquisitàn mado, pa ne asistomp quet ar paour ha nîn o c’hallout en ober. Ar paour e-unan a so avaricius mar car re mado an douar, ha mar deo affliget eus e baourantez evel eus ur malheur. An ourgouil, ar guriosite, ar gourmandis a ra an avariçdet peini so ur c’hrim bras, hac a ra coll an ine. Bugale an avariçdet eo an trahison, ar fraouderes, ar guevier, ar parjur, an injustiço, ar chagrin, ar vexationo violant, al laëronci, an usuilleres, ar galidien eus ar galon. Ar remed a enep an avariçdet eo an aluson, ar sonch eus ar maro, peini on separo en despet dimp eus ar mado perissabl. Chetu amàn penaus e c’hellet anaveont ha c’hui n’en d’oc’h quet avaricius.

1°. Mar deo guell guenac’h bezàn paour evit n’en deo cavet pe viret mado drouc acquisitet.

2°. Ma ne guemeret quet mado an douar evel ur guir vonheur, nac ar c’holl aneze evel ur guîr valheur.

3°. Ma ne glesquet dre vado an douar nemet da gontantian necessite, ha non pas o passion, o panchant.

4°. Mar impliet en œuvro mad, ar superflu eus o mado. An darn-vuyan eus ar gristenien en em goll dre an avariçdet. Lequet evez.

Luxur.

Comset on deus deja eus an impurete voar ar c’huec’hvet hac an navet hourc’hemen. Chetu amàn bugale ar pec’het infam. An dallidiguez a