Pajenn:Catechis, 1817.djvu/197

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
Catechis

Ar Scritur sacr a verq, hac an experianç a ra guelet da be sort malheurio eo exposet ar re so sujet d’ar viç infam-se. En em exposi a reont da gometi mil disurs, da rouinàn o famil, da avanç ar momet eus o maro ; en em laquaat a reont dindan gondition al loenet brutal ; coll a reont o ræson ; miliguet int gant Doue, destinet d’ar poanio eternel, ha bezàn int ar vez eus an dud. Ar viç-se a so ar sourcen a gals a bec’hejo-all. Ar joa sot, ar c’homso lous hac imprudent, an impurete, ar c’holl eus ar ræson eo ar suito ordinal eus ar gourmandis. An temperanç, ar yun, ar binigen eo ar remed a enep pec’het ar moc’h daou-droadec. Bezet sobr, pedet ha veillet, eme an Abostol ; rac an dud gourmand ne anaveont nep Doue nemet o c’hoff. En em goll a reont, ha lacat o gloar er pez a ra o mez.

Ar Goler.

Ar goler a so ur mouvamant, un transport violant hac un desir direglet d’en em vengi. Ar goler a so condaonet evel ur pec’het bras. Privàn a ra a Rouantelez an env. Ar goler a den eus an ourgouil, an anvi, an avariç. E bugale eo ar c’hanno, ar processo, an insult, an desir d’en em vengi ha da noas, a vechio memes an inimitie hac ar muntr. Evit remedia d’ar goler eo ret e c’harreti er c’hommançamant, en em habitui d’ar batiantet, d’an humilite, ober reflexion quent evit coms pe ober netra, ha surtout enpad ar goler. Ar goler a so un transport violant ha direglet. Bezàn so ur sort coler just ha reglet dre ar ræson, peini a henver zel, indignation ha coler santel ; rac n’en deo excitet nemet dre ar of-