Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
Treguer.

govision nul groet da ur Belec ep permission ar pastor legitim. Ur govision nul ne deo quet ar govision commandet ; rac an Ilis na gommand quet an drouc, mæs ar mad. Ur guir gristen n’en em gontant quet da govessaat ur veich ar bloas ; rac piou a garfe exposi e silvidiguez enpad ur bloas mar en deus c’hoas dougeanç Doue ha desir da sauvetaat e ine ? Quen lies gueich on deus ar malheur da gometi ar pec’het marvel, quen lies e tleomp caout recours d’ar Sacramant a Binigen. Seiz vloas eo an oad a usaich a ræson. An Ilis en ur ordren ar govision ur veich ar bloas, na c’houlen evit observi ar gourc’hemen nemet ur govision bep bloas ; mæs dre indulgeanç e ra quement se, evit non pas augmanti ar pec’het dre ar violamant eus he lezen, ma e dige commandet ar govision bep miz el lec’h bep bloas.

Communia da Basq.

Er memes Concil a Latran eo ordrenet penaus ar bobl fidel en em applico da accomplissa ar binigen a vezo roet deze, ha da receo gant respet, da vianàn da Basq, ar sacramant adorabl eus an Auter. Obliget eo eta pep Christen da gommunia da Basq en e Barous ha non pas en plaç all ep permission ar pastor legitim. Ar vugale evit communia a dle cavet voar dro an oad a daouzec vloas, bezàn instruet mad ha parfæt. Piou benac a gommuni indignamant, na accomplis quet gourc’hemen an Ilis, peini certen na ordren quet an horruplàn sacrileich. Coms a refomp c’hoas eus ar govision hac ar gommunion, en articl ar sacramancho.

Ar Yun.

Ar C’hoaraïs eo ar spaç a amser a binigen