R. Ober abstinanç a guic da voener ha da sadorn.
G. Perac da voener ?
R. Evit henori maro ba passion on Salver.
G. Perac da sadorn ?
R. Evit henori ar Verc'hes hac en em brepari d’ar Sul.
G. Ha nîn so obliget da viret oll gourchemeno an Ilis ?
R. Ya, rac nep ne sent quet ous an Ilis hon mam, na ell quet bezàn guir vuguel da Zoue.
G. An Ilis hac-y a ell en em dromplàn en e doctrin ?
R. Salocroas, abalamour ma zeo asistet gant ar Speret-Santel.
An drede gourc’hemen eus an Ilis on oblich da govessaat da neubeutàn ur veich ar bloaz d’on Pastor legitim. Chetu amàn ar gourc’hemen, Concil a Latran, pevarvet general, can. 21, er bloas 1215. « Pep hini, pot ha plac’h, arru en oad, hac en usaich a ræson, a govessao fidelamant e oll bec’hejo da neubeutàn ur veich bep bloas d’e Velec propr… Маr manq d’an dever-se, e vezo privet enpade vuez da antren en Ilis, en douar biniguet goude e varo. Mar fell da unan benac covessaat da ur Belec-all, evit ræsonio mad e c’houlenno hac e c’hobteno permission digant e Velec propr ; ep ar bermission-se un all na ell nac effaci na reten e bec’hejo ». Chetu a-se sclæramant ar