en peini e ve yunet enpad daou-uguent deiz en ur ober abstinanç a guic, evit en em brepari d’ar Pasq. An Ebestel o deus instituet ar C’hoaraïs. Ar bobl fidel a yune en commançamant an Ilis. Ur spaç amser quent Pasq ne tiebrent na ne efent bete an abardeiz. An Arc’hæl Raphaël a lavaras d’an daou Tobi penaus ar beden a so mad gant ar yun. Moyses hac ar prophet Eli o deus yunet daou uguent deiz. J. С. on Mæstr divin en em retiras en desert evit dre ur yun a daou uguent deiz, ar beden, ar retret ; en em brepari da brezeg an Aviel, ha mervel evit prena ar bec’herien. Yun eo ober abstinanç a guic, tremen gant ur pret bemdeiz, hac ur golation leger dious an noz. N’en deus quet a lezen evit determinan peguement na petra a eller da guemeret evit colation ; an usaich a dle regli voar ar poent-se. Quement tra n’en deus quet a vuez na ne ell quet cavet, eo ar pez a so autoriset en Escopti-màn. An uo, al læz, an aman, ar fromaich a so difennet enpad ar C’hoaraïs. Dispanset e vezer ordinal bete ar Sul Vleuyo, mæs quement se a depant eus an Escop legitim. Na dleer na dibri naс eva entre ar repas. Quement o deus ur bloas voarn-uguent, ha n’o deus quet a ampechamant legitim, a ve obliget da yun. Ar vaguerezet, an douguerezet, an dud clan, ar re o deus ul labour rust, an darn vuyàn eus an dud noaget ; en ur guer, ar re na ellont quet yun ep domagi o yec’het, a so dispanset eus ar yun ; mæs dleet eo deze ober hervez o gallout ur brivation benac evit mortifiàn o c’horf ha satisfiàn da justiç Doue. Den na ell na dispanç, na bezàn dispanset eus an obligation-se. Evit-se eo instituet ar yun, hac evit an oll ;
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/185
Neuz