Pajenn:Catechis, 1817.djvu/166

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
Treguer.

son a dleer da rei promptamant, gant joa, gant carantez, gant prudanç, gant lealdet, eus on mado ha non pas a vado ar re all.

Dre an aluson e c’hententer pep sort vad corporel ha spirituel groet d’an nessàn. An aluson spirituel eo, 1. Anseigni ar re ignorant. 2. Corigea ar bec’herien. 3. Rei ali vad. 4. Consoli a re affliget. 5. Suporti an injurio. 6. Pardoni a greis calon. 7. Pedi evit ar re veo hac ar re varo, hac ar re a deu d’on persecuti.

An aluson corporel pe ar sicour a dleomp d’on nessàn eo, 1. Rei da dibri d’ar re o deus naon, da evàn d’ar re o deus sec’het. 2. Receo ar belerinet. 3. Guisqui ar re noas. 4. Bisitàn ar re glànv. 5. Bisitàn ar brisonerien. 6. Prenàn ar gaptivet. 7. Lieni ar re varo.

HISTOAR.

An den santel Tobi a voa Judæo eus a Dribut Nepthalim. Aboe e vugaleaich en defoa dougeanç Doue en peini e c’helevas e vap. Salmanasar Roue eus an Assiri en cassas captif da Niniv. Tobi a rentas d’ar gaptivet eus e vro pep sort servich mad. Doue a eure dezàn cavet graço mad ar Roue peini a roas dezàn al liberte da vont ha da dont partout dre ar Rouanteles. An den santel ne brofitas eus al liberte-se nemet evit bisitàn ar gaptivet. Cavet a eure un den hanvet Gabelus, peini a voa paour. Voar e c’her e prestas dezàn dec talant, ur somm peini en devoa a liberalite ar Roue. Salmanasar o vezàn maro en defoe evit successeur Sennacherib, peini en defoa drouc ous an oll Judævien. Tobi a redoublas e sourci en quêver ar gaptivet, hac a gontinuas a enep difen ar Roue da sebeliàn ar ie varo. Ar Roue a gassas tud evit en lazàn ha