Pajenn:Catechis, 1817.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
Catechis

confiscàn e vado. Tobi en em guzas, ar pez a voa facil dezàn ; rac bezàn en defoa cals a vignonet. C’huec’h zun d’ar goude, Doue a dilivras an douar a Senacherib. Tobi, discuzas hac a gontinuas e œuvro a charite. Un deiz e voa ous toll o leïnàn gant e vignonet : laret e voe dezàn penaus e voa lazet ur Judæo voar blaç quær. Sevel a reas dious tol evit mont da guerc’hat ar c’horf maro en coaich en pad an deiz, evit e enterri en noz. E vignonet en reprenas ; hac a lavaras dezàn penaus e voa a boan dezàn evitet coler ar Roue, e coeze adarre er memes faut. Tobi o preferi bepret Doue d’an dud, a gontinue bepret e charite ep lezel corf maro ebet ep bezàn enteret. Un deiz scouis o touguen corfo maro, en em reposas ous ur vur. Faillanç ur guenili a goezas voar e daoulagat hac en rentas dall. Soufr a reas gant ar brassàn patiantet an accidant-se, injurio e briet ha re e vignonet. Un deiz e clevas moez un oan gavr en ty (e vroec e defoa-àn bet evit e labour) hac e lavaras d’e briet : Lequeet evez, emezàn, na ve laeret ; rac al laëronci ne deo jamæs permetet. E briet en em lequeas en transport, hac a a rebechas dezàn peguement e voa bet inútil e esperanç hac e alusonno. Mæs quement-se ne servige nemet evit cresqui ners ha couraich an den santel hac er fe hac en e boanio.