Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
Catechis

ell quet fournissàn an explication eus ar façon da bratica al lezen rigourus eus ar restitution en cals a boencho. Goulennet avis, ha gravet doun en o calon penaus n’en deus quet a silvidiguez evit an hini e so coupabl o vezan quemeret, domaget pe viret injustamant tra e nessàn, nemet repari ha restitui a rafe evel ша zeo dleet hervez an Aviel.

An Aluson.

N’en deo quet avoalc’h da ur c’hristen evitàn an usuilleres, al laëronci, quemeret, miret pe andomagi mado an nessàn, ret eo ouspen ober an aluson. Ar gourc’hernen-se a-so fontet voar ar garantez dleet d’an nessàn. Bepret e vezo paourien, eme Doue ; rаc-se e commandàn daic’h soulagi o preudeur. Ar Sodomitet infam ne soulagent quet ar beaurien. J. C. deiz ar jugeamant a lavaro d’ar re daonet : Bezet am eus naon, ha n’oc’h eus quet roet din da dibri. Ar pez en deus ar pinvidic dreist e ezomo, eo leuve at beaurien ; da laret eo penaus eo dleet d’ar paour ar pez a so en tuont d’an necesser. Daou sort necesser a so, hini ar vuez ha hini ar stad. Necesser ar vuez eo quement so ret evit beva ha bezàn guisquet. Necesser ar stad eo ar pez a sot ret evit beva bac antreteni on c’hondition. Ne dleer quet eta, evit gout ha nin on deus peadra da rei an aluson, consulti on ambition, on avariçdet, mæs en em regli voar ar simplicite gristen, hervez ar stad hac ar gondition en peini ezomp placet gant ar brovidanç divin. An aluson a obten dimp digant Doue ar pardon eus on pec’hejo, renta ra Doue favorabl dimp, satisfiàn a ra d’e justiç, rei a ra dimp ur guir gonfianç en Doue en amser an affliction, An alu-