Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
Catechis


G. Obliget omp-nîn ive da ober an aluson ?

R. Ya, pep hini hervez e zanve ha necessite ar paour.

G. Нас ar re baour da betra int-y obliget ?

R. Da vezàn contant eus o stad eр cavet anvi ous ar re-all, ha da bedi evit ar re a ro deze an aluson.

Eus al Laëronci.

Dre ar seizvet hac an decvet gourc’hemen eo difennet laëres, domagi na miret tra on nessàn, na memes cavet ar volonte d’en ober. Mar quemerer mad on nessàn en coaich, eo laeronci ; p’en quemerer dre ners pe ouvertamant, eo rapina. Trompa er boez, en nombr, er musur, exerci an usuileres, ha pa na ve nemet en cher vad, en devejo labour, a so laëronci. Mar groed gaou pe ous ar public pe ous ar particulier, e zoc’h coupabl a laëronci. Laëres, domagi, miret mad on nessàn a so teir sourcen a laëronci da bere e c’heller raporti an oll gaou groet, ha teir grouien a restitution, pe renonç d’ar silvidiguez. Un heritier eus a vado drouc-acquisitet a so quen coupabl evel an acquereur, hac eveltàn obliget da restituí, pe vezàn daonet. Impligea moneï faus, rei sicour pe cuzat al laëron, detracti, goal-dreti an nessàn, domagi e vado pe e bersonaich, a so tout injustisso da vezàn reparet dindan boan a damnation. N’en em dromplet quet, eme an abostol, nac al laëron,nac an dud avaricius, nac ar ravisserien eus a vado o nessàn, ne antreont biquen en rouanteles an env. N’en deus, puissanç. ebet