Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157
Treguer.

reur en deus Doue ous ar pec’het infam… Meditet ha diouallet.



VI. QUENTEL.

Voar ar seizvet hac ac decvet Gourc’hemen

7. Domaich ebet da den na ri, mar e teus groet hast repari.
10. Mado re-all na desir quet d’o c’hemecet ep lealdet.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an daou Gourc’hemen-màn ?

R. Difen-a ra ouzimp ober gaou ebet ous den na cavet ar volonte d’en ober.

G. En pet fæçon e c’heller ober gaou ous an nessàn ?

R. En teir faeçon, o tomagi, o laëres pe o viret e dra injustamant.

G. Нac èn so avoalc’h covessaat ar gaou a ve gret ous an nessàn ?

R. Salocroas, ret eo restitui mar gueller, pe vezàn daonet.

G. Pegouls eo ret restituí ?

R. Quentàn ma eller.

G. Piou so obliget da restitui ?

R. Quement hini so bet caus d’an domaich.

G. Nac an Usuillerien ?

R. Obliget int ive da restitui dindan boan a daonation.

G. Petra eo an Usuilleres ?

R. Ar profit a denner eus ar prest.