Pajenn:Catechis, 1817.djvu/159

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
Catechis

tet, me o ped, an occasion eus ar pec’het infam. Pedet, groet pinigen hac œuvro mad ; mortifiet o corf hac o squiencho naturel ; songet er maro, er jugeamant, en ifern, er barados. Sevet o calon bete Doue, en em recommandet d’ar Verc’hes glorius : pedet oc’h Æl mad, mæs dreist pep tra bezet devot da Vari, mam ar burete. Frequantet ar sacramancho, mar deo possubl. Debret hac evet gant moderation : o corf eo an Templ eus ar Speret-Santel ; songet d’en conservi pur.

HISTOAR.

Ar bed a voe beuzet en diluch universel, rac an dud a voa en em rentet impur ha corrompet. Noe hac e famil a voe exceptet. Ar c’hærio impur a Sodom ha Gomorh, gant ar vro tro-voar-zro, a voe luduet gant ur glao a dân hac a soufr coet eus an env. Hemor map da Sichem, a berissas dre ar c’hleve gant oll habitantet e guær, evit bezàn dishenoret Lia, merc’h da Jacob. Pevar uguent mil den a bobl Doue a so massacret, evit bezàn debauchet plac’het Moab. Tribu Benjamin a voe quasi oll distrujet abalamour tud malhurus eus an tribu-se o defoa violet priet ul Levit. David a so persecutet dre e vap : mervel a ra ar buguel ganet eus e avoultriach. Absalom a laz e vreur Amon impur. Salomon, ar furra eus ar grouadurien, o caret re ar groaguez, a goez en idolatri. Seiz priet Sarra a so etoufet gant an diaoul Asmode, rac gant intantion impur e c’hantreent er briedeles. An daou den ancien impudic pere a attaquas chastete Suzanna, a voe labeet gant ar vein. Her bac Onan e vreur impur a so scoet dre ar maro subit. Consideret, me o ped, peguement a hor-