Pajenn:Catechis, 1817.djvu/158

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
Treguer.

purete. Mæs sioas cals a gristenien a goez er pec’het infam-se. An honestis, ar væz, ar brudanç, an horreur evit ar pec’het impur a ampech da explica e circonstanço evel e espeç. Ar feneantis, ar gourmandis, ar goal gompagnoneso a so quen lies a occasion a impurete. An danso lest guenemp gant ar Bayanet evit distruja ar burete, a gondu directamant d’ar pec’het infam. En danso surtout, eme an Tado santel, e màn ar burete en e fassion. En creis ar rond e màn an diaoul : comso, sello, gestro, tout int evitan, netra evit Doue. Rаc piou en effet a re insаnset avoalc’h evit offr an danç da Doue ? Couscoude e zomp obliget da raporti d’e c’hloar an oll œuvro eus on buez. Ha c’hui a garfe bezàn surprenet gant ar maro en creis an danç ? Couscoude e tleomp bezàn bepred prest, rаc ar maro, eme on Salver, a arruo en amser ma songeomp neubeutàn. Herodiad en defoe evit recompanç eus an danç penn S. Yan-Badezour. Pe sort recompanç a bretantet-u ? Guell e ve, eme un Tad santel, labourat an douar da Sul evit ne ve dansal. Ar spectaclo evel an danço, a so invantion an diaoul, hac a gondu d’an impurete ; rac voar an theatr an diaoul a ra peurvuyàn ar c’hentàn roll. Al levro, canouenno dishonest, ar vanite, an ourgouil a gondu tout d’ar pec’het infam en peini e coezer en lies faeçon. Dre goms, dre œuvr, dre sonch : ar sello memes, an diou scouarn bac ar squiencho all ne dint quet exant eus ar pec’het infam. An diaoul mud eo compagnon an impurete. Piou benac en deus bet ar malheur d’er c’hometi hep cavet ar c’hraç d’en discleria en covesion, a so dre avanç en tân an ifern. Evi-