Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
Catechis



V. QUENTEL.

Voar ar c’huec’hvet ha navet Gourc’hemen.

6. Dioual ous al lubricite hac a gorf hac a volonte.
9. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi, naс en sonch vil, etc.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an daou gourc’hemen-màn ?

R. Difen a ra ouzimp ar songeo, an desiro, ar c’homso hac an actiono dishonest, hac an occasion da goezàn enne.

G. Pec’het eo eta cavet songeo dishonest ?

R. Ya, mar consant ar galon deze.

G. Pere eo an occasiono goassàn eus ar pec’het a impurete ?

R. Ar goal gompagnunès, an ebato, ar feneantis, hac ar gourmandis.

G. Нас èn so drouc bras ive cana, lenn pe sellet treo impudic ?

R. Ya, rac en em lacaat a rer en danger bras da goll ar burete.

G. Leret din ur voyen benac da gonservi ar burete a gorf hac a galon ?

R. Mortifiàn ar c’horf, bezàn devot d’ar Verc’hes, choas ur c’hovezour mat hac evitàn an occasion.

An Impurete.

Ur c’hristen a so ur mempr a J. С. E vuez a dle bezàn quen pur, quen ne c’houlen quet an abostol e voesse memes an hano eus an im-