Pajenn:Catechis, 1817.djvu/156

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
Treguer.

mar deo invantion an dud ar pez a brezegont, ne voïnt quet selaouet ; mes mar deo abeurs Doue e comsont, e ve inutil dimp songeal oc’h oppos. Voar an avis-se en em gontantjont d’o zremen dre ar goaligner, ha da difen oute da brezeg ur sort doctrin. Mæs sant Pêr a respontas penaus e voa ret obeissàn da Doue dre breferanç voar an dud. An Ebestel a sortias eus ar C’honseil leun a joa hac a gontantamant, o vezàn bet juget dign da soufir evit J. С. C’hoas a reont seiz diacr, sant Stephan ar c’hentàn, peini a re un nombr bras a viraclo. Prest e voe denoncet hac accuset da goms a enep Doue hac e Dempl. Citet e voe en creis an assamble ; den na elle respont na souten ar furnez eus e gomso. Rebech a eure d’ar Judevien ar galeder eus o c’halon hac an dallentez eus o speret, o resistan ous ar Speret-Santel, hac o vezan persecutet ar prophetet pere o devoa annoncet deze Salver ar bed peini o defoa lequeet d’ar maro. Ar Judevien a voa furius. Stephan gant ar figur eus un Æl a lavaras a voez huel penaus e voele an env digor ha J. C. aseet en tu deo d’e dad. Querquent e voe conduet er mæz a guær evit bezàn labeet gant ar veïn. Ar sant voar e daoulin a bede Doue a voez huel da bardoni ar c’hrim-se d’e bersecutoret, hac a rentas e ine er beden se.


————