voar an douar a guement a alfe o tispanç eus аr restitution : ar maro memes na ell quet en ober. Ma reufe Doue dre ur miracl da resuscitàn un den dimeset, ne ve quet obliget da guemer e briet : ar maro en defoa toret e brídeles. Мæs ma ve an den-se decedet dleour d’e nessàn, e ve obliget da restitui. Na guemeret eta jamæs netra divoar goust o nessàn : rac pe en restituid pe n’en groet quet ; mar restituet, o pezo bepret cometet ar pec’het marvel ; ma ne restituet quet, n’en deus quet a varados evidoc’h. Ha da betra e servigeo d’an den dastum oll vado an douar, mar coll e ine ? Pelec’h emàn ar rapinerien a vado o nessàn ? Ar prophet Baruc’h en lavar dimp : exterminet int, ha coezet en ifern. Na red quet d’ar re-all, eme on Salver, ar pez ne garfac’h quet a ve groet dac’h oc’h-unan. Examinet eta hac èn a ve netra etoez o mado ha ne apparchant quet ouzoc’h ; ha c’hui o pe groet gaou ous ur re benac : reparet ha restituet, question eo eus o silvidiguez. Doue eo ar justiç memes, na soufr netra a injust. Mar o pe dre chanç cavet un dra benac, ententet penaus ne apparchant quet ouzac’h. N’oc’h-eus-àn quet prenet digant ar perc’hen, ha pa o pefe-àn prenet digant re-all, ne ve nemet doubl laëronci. N’en deo quet roet dac’h ; parconsequant e c’happarchant ous an hini en deus-àn collet ; ma ne ellet en anaveout, impliget-àn en œuvro mad.
An Usuilleres eo ar profit a denner eus ar prest. Ar Bayanet memes o deus prouvet penaus an usuilleres a so contrel d’al lezen naturel. En effet, quemeret muy evit na ve roet,