Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
Treguer.

peden evit consulti Doue, peini a ordrenas ma vige ive labeet ar profanatour-se eus an deiz santel reservet evit e servich. Lezen Moyses ha Sabat ar Judevien ne voant couscoude nemet ur sceud eus a lezen J. C. ha santification ar Sul. Doue en deus quement punisset violatourien ur lezen peini ne dlefoa pad nemet un amser ; penaus e punisso-àn ar brofanatourien eus an deiz santel ar Sul hac eus e lezen peini a dle pad bete fin ar bed ? Bezàn ezomp certen mæz an oll gristenien. O ma Doue !



IV. QUENTEL.

Voar ar bevare hac ar bempet Gourc’hemen..

4. Da Dad da vam a henori evit pell amser ma vevi.
5. Muntrer na vi e nep fæçon, nаc a effet nаc a galon.

G. PEtra gomand Doue d’ar vugale dre ar bevare gourc’hemen, da Vam, etc.

R. Caret o zud, o respeti, senti oute hac o assistàn en o ezomo spirituel pe corporel.

G. Нac èn a dle ur buguel senti ous e dad en pep tra tout ?

R. Ya, nemet commandet ve dezàn un drouc benac.

G. Petra dle ive an tado ha mamo d’o bugale ?

R. O mesur, o c’hinstrui, o c’horrigea ha disque deze exempl vad.

G. Hac en so commandet henori re all ouspen an tado hac ar mamo ?