R. Ya, ar mæstro ha mæstreset, hac an oll Superioret.
G. Pessort obligation o deus ar mæstro, ar mæstreset hac an domestiquet an eil e quêver eguile ?
R. Quasi ar mеmes obligation evel so entre ar vugale hac o zad.
G. Obliget eo ar vugale ive da henori o lestad, o lesvam, o churator, o zad caër, o mam gaër, hac o c’herent hervez o noat hac o c’hautorite ?
R. Ya, obliget int.
G. Pere eo ar Superioret-all a dleer da henori ?
R. Ar pap, an Esquibien hac an oll dud a Ilis ; ar puissanço legitim, ha quement o deus gouir da gommandi, abalamour o c’hautorite a so digant Doue.
G. Petra difen Doue ouzimp dre ar pempet gourc’hemen, Muntrer na vi en nep fæçon, etc. ?
R. Difen a ra ouzimp lazàn na blessàn den ebet en e gorf nac en e ine, na cavet ar volonte d’e ober.
G. Penaus e lazer spirituellement ine an nessàn ?
R. O rei dezàn goal exempl, pe ous e sollicitàn d’ar pec’het marvel.
G. Penaus e c’heller bezàn muntrer a galon ?
R. Dre ar valiç, ar vengeanç, ar gassoni hac an anvi.