Pajenn:Catechis, 1817.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
Catechis

chastete, ar baourantez, an obeissanç volonter, ar yun en amser n’en deo quet ordrenet. Gallout a rer couscoude ober vœu voar an treo commandet, evel non pas en em vevi, na mont d’an danso, na laret guevier, mæs neuse mat transgresser ar vœu e rer daou bec’het, dre violation ar vœu ha hini ar gourc’hemen.

Evit ober vœuïo, eo ret o c’hober gant reflexion, ha bezàn maestr eus ar bromesse a rer ; rac ar re a so dindan autorite ar re-all, ne ellont quef ober veuïo ep o c’honsantamant mar sel ar vœu aneze en netra tout. Ar pap en Ilis universel, pep Escop en e Escopti a chanch pe a dispanç ar vœuïo ; rаc evel m’en lavar S. Thomas, alies ar vœu na ell bezàn accomplisset ep ma c’harufe un drouc. An Ilis a exerç pouario J. С. ; dezi eo ret cavet recours. Pa ve groet vœu eo ret en accomplissa : na dleer jamæs ober vœu re vuan nac ep avis. Songet petra arruas gant Jephte ; mar o c’heus groet vœu, songet er gomportamant generus eus e verc’h.

HISTOAR.

Daou Judæo en disput, unan aneze transpostet[sic] a goler a brononças ur blasphem. Casset e voe bete Moyses, peini ne c’houlennas decida netra quem evit bezàn consultet Doue. Doue a ordrenas ma vise ractal conduet an den-se emaez an delten, ma laçage ar re o defoa-àn clevet o daouarn voar e benn, ha neuse ma vige labeet gant ar veïn : ar pez a voe executet ; ha Doue a eure ul lezen evit ma vige labeet dre ar bobl, da laret eo, lazet a daulio meïn, ar vlasphematourien. En deiz ar sabat e voe cavet un den en desert o tastum un neubeut plous. Casset e voe da Voyses hac Aaron pere en em lequeas en