Pajenn:Catechis, 1817.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
Treguer.

ze abalamour da Doue, ha dre verito maro ha passion on Salver, da c’houlen ar c’hraç d’en em gorrigea, da bedi ar re a vezo gante d’o repren. Ar beden, ar yun, ur vortification benac, un aluson benac evit pep le a ve impliget mat. An hini a douo sans cess, eme ar Speret-Santel, a vezo carguet a bec’het, hac ar gouli ne sortio quet eus e dy. Ar bunition-se a ra crenàn. Coezàn a ra non pas voar an touer Doue epquen, mæs voar an ty. Tado ha mamo, groet attantion d’ar c’homso-se eus ar Speret-Santel. Veillet voar an oll en o tieguez, na soufret quet an douerien Doue ; oc’h interest temporel memes en goulen diguenaic’h. Ho collo temporel a sortis martese eus ar sourcen-se, ha c’hoas e teut d’en em glem.

Ar blasphem eo pec’het an diaoul hac ar re daonet ; couscoude tud hanvet christenien en em rent coupabl a vlasphem. Bezàn eo ar blasphem ur goms injurius da Zoue, d’ar Sænt pe d’ar religion. Laret, dre exempl, penaus Doue n’eo quet just, a so ur blasphem. Laret penaus ar Sænt n’on sicouront quet, n’on selaouont quet, a so ur blasphem. Laret penaus ar religion n’en deo quet formet, revelet gant Doue, a so ur fanatism, ur superstition, a so quen lies a vlasphem ; rac an injur a rer d’ar Sænt ha d’ar religion a goez voar Doue, evel an enor a rer dezi a so en tout raportet da Doue. Ar blasphem a so ur c’hrim horrupl. El lezen ancien ar vlasphematourien a voa labeet gant ar vein. Sant Louis a re toulla o zeod gant un houarn ru. Benedab, Roue a Siri a brononç ur blasphem peinî a goustas ar vuez da ouspen cant seiz mil voarn uguent Syrien. Un Æl a exterminas en