Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
Catechis

un noz cant pemp mil ha pevar uguent a arme Senacherib, abalamour ar Roue-se en defoa prononcet ur blasphem. Ar C’honcil divezàn a Narbonn, a lavar penaus e tleer excommunia ar vlasphematourien. Meditet ha crenet.

Eus ar Sul.

El lezen ancien e voa observet deiz ar Sabat pe ar sadorn. An Ilis instituet hac instruet gant J. С., ha conduet gant ar Speret-Santel e deus changet an deiz-se er Sul, peini a signifi deiz an Autro. Sant Paul a lavar penaus ar gristenien en em assambl en deiz quentàn eus ar zun. Sant Yan a lavar penaus en defoe ar revelation pe an Apocalips en deiz Sul. A boe an Ebestel, da laret eo, en amser an Ebestel, e voe greet ar chanchamant-se en henor da J. C. peini so ganet da Sul, resuscitet da Sul, hac ar Speret-Santel a disquennas da Sul voar an Ebestel.

Obliget omp, hervez gourc’hemeno Doue, da santifia ar Sul, da lezel ep labourat, ha d’en em occupi eus an œuvro spirituel. Estonus e ve meurbet e carfe ur c’hristen songeal da refus da Doue un deiz bep zun… Deiz ar sabat ar Judevien ne rent nep sort labour. Deiz ar Sul ar gristenien a so obliget da lezel al labour, evel grouiat, ober stam, nezàn, maçonat, hesqueriat, boulangi, labourat an douar, chasseal, derc’hel foar pe varc’hat, prenàn, guerzàn, etc. Ouspen eo ret evita an œuvro criminel, an debauch, ar veventi, an impurete, an affero, ar leo douet, ar blasphemo, etc. C’hoas eo ret evita an œuvro dangerus, an danso, an ebato, ar c’homediancho, etc. An oll œuvro se ha cals a re all pere ne hanvàn quet, a so ur profanation eus an deiz santel eus ar Sul, peini a dle bezàn santifiet dre œuvro a religion, Asistomp en