Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
Catechis

go, an env, an douar, ar vuez, on penn, etc. Rac o touet dre an treo-se, e quemerer evit test an hini en deus o c’hrouet, peini so Doue. Permetet eo presti al le ; ar prophet Jeremi a disq dimp en pe occasion ha gant pe gondition.

1°. Mar deo question eus un affer important, ma ne ellet a nez ar seramant, obteni justiç, e c’hellet en ober, ha quemeret Doue da dest voar ar virionez. Mæs mar deo dister an dra a beini eo question, bezet sonch na dleet quet touet ; rac quemeret a rafac’h Doue da dest legeramant, inutilamant.

2°. Mar deo injust ar pez a c’houlenner diguenaich dindan ar seramant, mar en prestet e zoc’h coupabl eus ur blasphem horrupl, rac Doue eo ar justiç memes. Sondet oc’h ine. En justiç reglet, mar præstet ar seramant, e zoc’h parjur mar manquet d’ar pez oc’h eus touet.

3°. Ret eo seramanti gant guirionez ; memes ar re a dou ep bezàn assuret mad eus ar virionez, a gomet ur pec’het marvel. Ar santelez eus ar seramant a dle ober crenàn ar re en groa en occasiono permetet. О ma Doue, petra a arruo Un deiz gant an dud valhurus pere a guemer ar seramant evit ur vugaleaich, ha surtout pere en prest directamant a enep o majeste divin ! Songet penaus mar oc’h eus bet ar malheur da douet ober un drouc benac, na ellet quet accomplissàn o seramant : na ell quet obligea da ober an drouc. Non est vinculum iniquitatis.

Muy facil eo tremen ep seramanti evit n’en deo en ober gant ar gondition a c’houlen Doue. Evel-se e lavar dimp on Salver, ne douet quet. Piou benac en deus an acustumanç da douet Doue, a so meurbet coupabl. Pedi a ràn ane-