Pajenn:Catechis, 1817.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
Catechis

son. Doue n’en deo quet un idol da beini pep sort henor hac homaich a so egal. Ar gomprenæson, ar furnez eternel na ell bezàn henoret nemet dre ur religion just, ræsonabl ha dign eus e oll c’hallout. N’en deus er bed nemet ur guir religion evel n’en deus nemet ur guir Doue. Ar religion-se eo ar religion gristen. Doue e-unan en deus-hi disquet pe revelet d’an dud ; ar pez a brouver sclæramant dre gals a breuvenno, a bere chetu aman an abrege.

Da guenta dre ar prophecio. Ne apparchant nemet ous Doue da c’hout ha da annonç an treo da dont pere ne dint quet necesser, da lavaret eo, an treo pere a so libr hac a alfe non pas arruout. Or ar religion gristen a so bet annoncet gant un nombr bras a brophetet, non pas ur spaç dister a amser quent evit ma zeo bet etablisset, mæs cals a gantvejo diaguent, ha quement-se en ur faeçon sclær. An Testamant ancien a annonç dre oll J. C. evel chef, fondateur hac auteur eus on religion santel. Lennet-àn, hac e voelfet bete an distera circonstance eus an anaoudeguez, pe ar revelation eus an treo da dont en deus priset Doue da rei d’an dud.

D’an eil, en Testamant nevez J. C. a lavar dre oll penaus eo digasset gant e Dad evit rei d’an dud e Aviel, da laret eo ur reglen, ur religion divin. E vuez innoçant ha santel, an nombr bras a viraclo groet evit fonti ar religion, a discoe dimp sclær an divinite, an unite eus ar religion gristen en faveur peini J. G. en deus roet ar goelet d’ar re dall, ar c’herset d’ar re gam, ar c’hlevet d’ar re vouzar, ar goms d’ar re vud, ar vuez d’ar re varo, ha groet ous-