Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
Treguer.

pen un nombr bras a viraclo raportet el levro Sacr.

D’an drede, prouvi a rer ar religion revelet dre resurrection on Salver ; rac mar deo resuscitet J. C e voa guir map Doue, hac eo red ansao penaus ar religion en deus roet d’ar bed, eo epquen ar guir religion ; rac soufret en deus ar maro memes evit e c’hetablissa. Or J. C. a so resuscitet, ha n’en deus a vouir religion nemet an hini en deus roet d’ar bed, peini eo ar religion gristen.

D’ar bevare e prouver ar religion gristen dre ar miraclo. En effet, ur religion cimantet dre viraclo J. C. hac an Ebestel a so certen, ha non pas un all, agreabl da Zoue. Or ar religion revelet pe ar religion gristen a so assuret dre an oll miraclo raportet en Testamant nevez. Lennet àn, hac e vefet persuadet penaus ar religion gristen a so bet revelet gant Doue, ha penaus n’en deus nemet hi a ve agreabl da Zoue.

D’ar bempvet, predicatoret ar religion gristen a ra da c’hout penaus eo revelet gant Doue. Piou e voa ar prediçatoret-se ? Unnec pe daouzec den rustr, ignorant ha meprisabl hervez ar bed, ep squient, ep autorite, ep sicour, ha contrariet gant an nombr bras. Petra a brezeguent-ii ? Jesus-Christ crucifiet gant ar Judevien, resuscitet a varo da veo, etc. En ur guer, annonç ha prezeg a reent ur religion divin ha contrel da inclination an dud, hac ar bed a deu d’en em gonvertissa.

D’ar c’huec’hvet, testeni ar Verzerien, pe testo J. C. a discoe certen penaus ar religion gristen a so bet revelet gant Doue, ha penaus n’en deus guir religion nemet-hi. Penaus ha