Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
Treguer.

an Autro Doue da reí dezàn ar c’hraç d’en em sevel, ne gaff ennàn nemet pec’het ha corruption. An Ilis e deus decidet penaus ar pec’her a deu da vezàn reconciliet gant Doue dre c’huec’h degre pere a so quen lies a c’hraç.

1°. Doue a ra d’ar pec’her digueri e zaoulagat, ha credi an oll guirioneo revelet.

2°. Doue a ra dezàn cavet aon rac e jugeamancho.

3°. Ober a ra dezàn esperout en poanio J. С.

4°. Inspiran a ra dezàn ur c’hommançamant eus e garantez evel ar sourcen eus an oll justiç.

5. Doue a inspir d’ar pec’her cassoni hac anquen evit ar pec’het.

6°. Anfin Doue a inspir dezàn ar resolution ferm da dostaat ha da receo ar sacramancho instituet evit remission ar pec’hejo, da gondui ur vuez nevez ha da observi ar gourc’hemeno. O dounder eus an tensor a fumez hac a squient un Doue ! Labouromp eta dre ar sicour eus ar ç’hraç, da sauvetaat on ine : den ne voar pe èn so en graç Doue, pe ne ma quet.

Ar Religion revelet.

An ide eus ar religion a so quen naturel d’an den, evel an ide eus un Doue. N’en deus nation ebet ep religion, evel n’en deus hini ne anave un Doue. Consantamant an oll voar un dra a dle bezàn sellet evel al lezen naturel. Ar re o deus eta an impertinanç da lavaret n’en deus quet a Doue, a so monstro. Doue en deus crouet an den corf hac ine, hac an den a dle d’e grouer homaich e gorf hac e ine. Pretanti n’en deus cas penaus na dre pe sort religion henori Doue, a so ur sotis concevet dre an efronteri hac ar libertinaich, evel distrujet dre ar ræ-