Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
Treguer.

offromp dezàn on obero, on poanio, hac an distera action eus on buez, Pe e tepret pe e c’hefet, pe e reet un dra-all benac, eme an abostol, groet tout evit gloar Doue.

Evel ma voar difun e tleer offr ar galon da Zoue ; an den just, eme ar Speret-Santel, a roïo e galon da Zoue dious ar mintin hac a lavaro e bedenno. Ma buguel, eme Doue, ro din da galon. Goude ar beden groet o labour ha pedet Doue da rei voarnezi e venediction. Dibri hac eva a so comnum d’an den evel d’an anevalet brutal ; maes Doue a c’houlen ma vemp christenien en on oll œuvro. Debret hac evet eta evit e c’hloar ; n’er groet-àn jamæs ep goulen benediction Doue voar o pevanç, ha trugarecaat e brovidanç goude o repas ; ar ræson memes en ordren. Songet penaus n’en domb quet dign da dibri ar bara a guemeromp, ha penaus e heus un nombr bras a dud pere n’o deus biscoas offancet Doue eveldomp, ha n’o deus quet cousgoude a vara da dibri. Songet er fæçon m’o deus quemeret o repas Jesus, Mari ha Joseph epad o buez. Permetet eo en em recrei voar ar condition na vezo offancet na Doue nac an nessàn. An discouis a gorf hac a speret a so ur vertu, lod eus an temperanç ; mæs lequeet evez rac en drompla. An divertissamant a dle bezàn honest ha reglet mad, ep mancout jamæs d’an dever. Modesti en tout : songeomp e zomp mempro J. C. curunet a spern, A boultr e zomp formet, en poultr e retornfomp. En em viscomp eta modestamant ; pedomp a vouir galon. An disteràn poan, an disteràn maleur a ell bezàn sanctifiet. Bezomp sobr ha modest en dibri hac en eva. Ofromp da