Pajenn:Catechis, 1817.djvu/117

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
Catechis

Doue on poanio epad an deiz, greomp on peden en commun, hac examinomp on c’honcianç voar ar fauto a alfemp da vezàn cometet ; goulennomp pardon ; rac martese ne sevfomp quet eus ar guele en peini e zeomp da repos. Ar gurele-se a dle digass dimp memoar eus on be ; ar c’housquet a so un imaich eus ar maro. Tachomp eta da gousquet voar ur songæson vad benac ; ne vanq dimp nemet an avisamant evit regli erfad on oll obero.

HISTOAR.

En pep stad ha condition e c’heller en em santifia hac offr da Doue e obero. S. isidor a voa guinidic a Vadrid en Spaign. E dud a voa paour, mæs honest ha carguet a garantez Doue. Un devotion vras o defoa da sant Isidor Arc’hescop a Sevill. Rei a resont e hano d’o map bian peini a brofite quement a instructiono e dad hac e vam, quenma voa ar model eus an oll vertuyo. Quemeret a eure evit priet ur plac’h hanvet Mari, peini a rentas devodes eveltàn, ha peini a so ur santes. Bezàn o defoe ur penner da beini e regeont o veertu evit partaich. Isidor a guemeras ur feurm, quement-se ep en em relachi eus e devotion. Groet a voe clem anezàn d’an hini en devoa feurmet dezàn e verer. Laret e voe dezàn penaus Isidor el lec’h labourat, ne re nemet bisita an Iliso. Ar mæstr-se en reprenas ; mæs Isidor a respontas dezàn gant furnez ha patiantet penaus ma ne vige quet e douar en quen couls raport hac ar re-all, en em oblige da repari au domaich. An Autro a remarcas penaus e douar a voa guel menaget hac a voel raport evit ar re-all. Anaveout a eure penaus e scuille Doue e venedicdon voar an douar-se. Renti a eure