Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
Catechis


R. Laret an De profondis, pe ur Bater evit an anaon.


VII. QUENTEL.

Pedenno dious an noz.

G. PEtra dle eur c’hristen da ober dious an noz ?

R. Ober e bedenno evel dious ar mintin.

G. Leret ar pedenno dious an noz ?

R. Ma Doue, mên a gred fermamant, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Ha ne ve quet mad neuse laret Litanio ar Verc’hes ?

R. Ya, ur beden excellant eo evid obteni ur maro mad.

G. Peini eo ar guellàn fæçon da ober ar beden dious an noz ha dious ar mintin ?

R. Ober anezi en commun.

G. Petra dleer da ober quent mont er guele ?

R. Quemer dour biniguet hac ober sign ar groas.

G. Ha pa vezer er guele prest da gousquet ?

R. Ober adarre sign ar groas, ha laret : Ma Doue, mên recommand dac’h ma ine.

Obero epad an deiz.

Ar beden eo unan a vrassàn obligationo ur c’hristen. Pedomp eta ha santifiomp on œuvro. Na ellomp netra a nez sicour Doue ; dezàn eo dleet ar pezma c’homp, evel ar pez ma reomp ;