Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
Catechis

zàn christen, da lavaret eo, bezàn badezet, credi ha praticàn doctrin J. G., ar pes a hanver bezàn christen. Examinet, eme an Abostol, an hano a douguet ; mæs na ancoueet quet an deverio a c’houlen eus o peurs. Ar c’hristenaich, eme S. Cyprien, eo maro ar c’hrimo ha buez ar vertuyo. Songet oc’h-eus-u en quement-se ? Respectet oc’h-eus-u hac enoret dre ho obero, an hano peini a douguet ?

An histoar a lavar dimp penaus ur servigerez hanvet Blandina, goude bezàn bet persecutet ha tourmantet adalec ar beure bete an nos, a voe lequeet er prison evit quemeret un neubeud repos ; tennet ac’hane, et voe crouguet ous ur voëen, exposet d’ar loenet brutal, pere na touchont quet outi. Obliget a voe ar vourevien d’è lacat c’hoas en prison evit souffr tourmancho nevez. En deiz varlerc’h e voe tennet eus ar prison, dispennet a daulio fouet, taulet en tàn, daspignet en ur roëd gant ur c’hole-taro furius ; mæs evel na verve quét, e voent obliget da drouc’ha he goug gant un taul sabren. En he oll dourmancho, ar servigeres santel-màn a levere san-cess : Me so christianes ; ha quen lies gueich ma prononce an hano-se e quemere un ners nevez. Un diacr hanvet sanctus, eus ur memes quær, Vienne en Franç, ebars er memes persecution, a grie en creis an tourmancho penaus e voa christen. Goulennet a voe digantàn : Eus a be-bro ezoc’h-u ? Me so christen, emezàn. Pe stad eo oc’h hini ? Me so christen, eme ar sant. Azeet e voe en ur gador houarn ru ; appliquet e voe lamneïo ruyet voar e vempro, quen na voe rostet e elvoac’h ; souffr a ra tout ep memes huanadi, mæs ous en em repeti san-