Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
Treguer.

cess penaus e voa christen. Chetu a-se penaus o deus enoret ar sænt an hano a gristen peini a voe roet d’ar bobl fidel er guær a Antioch er bloas 43. Quent evit an amzer-se e voant hanvet tud an hent, disciplet Jesus, nazarianet, abalamour ma voa Jesus-Christ eus ar guær a Nazareth. O christenien, eme S. Leon, hanaveet an dignite, an excellanç eus an hano a douguet ; respectet-àn, na ruyet quet da avoui partout Jesus Christ ; rac piou-benac n’en anzavo quet dirac ar bed, na vezo quet anzavet gantàn dirac e Dad eternel.

Eus a Doctrin Jesus-Christ.

Er Vadiant e recevomp an hano precius a gristen, hac ar promesseo a reomp eno a verq dimp hon deverio.

An oll doctrin eus a J. C. a ra oll deverio ur c’hristen, hac en e scol eo e disqui. Comset eta, Salver ar bed, discoeet dimp an abrege eus ho toctrin.

An doctrin divin-se a disq dimp penaus n’en deus nemet un Doue, crouer an env hac an douar ; penaus en Doue e so tri pherson distinct, ha carguet a bep sort perfection. An Doue-se en deus c’hoas crouet an Ælez hac an dud, da bere e teu d’en em gommunica evit o renta evurus. Ur loden eus an Ælez a chomas fidel ; int eo an Ælez mad hac evurus. Ur loden-all eus an Ælez, dre ur speret a ourgouil, en em revoltas a enep Doue, peini o frecipitas en ifern ; int eo an diaoulou, pe drouc-sperejo eternellamant malhurus ha mechant.

Doue a blaças hon Tad quenta en ur jardin delicius hanvet barados an douar. Eva hon mam guenta, tromplet gant an drouc-speret, a debras