ar Speret-Santel. Evellen bezet groet.
G. Gret sign ar Groas en Latin.
R. In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti, Amen.
G. Petra eo sign ar Groas ?
R. Sign ar c’hristen.
G. Perac sign ar c’hristen ?
R. Abalamour dre sign ar Groas e c’hanaveer ur c’hristen.
G. Ha nîn dle ober aliès sign ar groas ?
R. Ya, gant fe ha devotion.
G. Pegouls e tleer ober sign ar groas ?
R. Pa difuner, pa er da gousquet, pa guemerer dour biniguet, en commançamant al labour hac ar beden, ha pa aru ur spont, pe un danger bennac.
G. Perac ober sign ar groas quen aliès ?
R. Evit disque ezomp c’hristenien, trec’hi hon adversourien, ha santifiàn hon œuvro.
Pa c’houlenner diguenac’h ha c’hui a so christen, e respontet en ur drugarecat Doue, penaus oc’h-eus an avantaich-se. Ræson oc’h-eus, ma bugale baour ; rac un Doue, non obstant e oll c’hallout, na ell quet rei dac’h un hano muy precius. Christen a sinifi discipl, aprantif, scolaër da Jesus-Christ. Christen a sinifi buguel da Jesus-Christ. Caëra hano ! pa zeo guir penaus hep an hano-se na elfomp birviquen antren er gloar eternel ; rac evit antren en env eo ret be-