Pajenn:Catechis, 1817.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
Catechis


R. Un instruction familier en pehini e tisquomp pevar zra.

G. Leret din ar pevar zra-se ?

R. Credi, goulen, ober ha receo.

G. Petra dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all approuvet gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pes so gourc’hemenet gant Doue ha gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da receo ?

R. Ar Sacramancho.

G. Piou a dle ober ar c’hatechis ouspen an dud a Ilis ?

R. An tado, ar mamo, ar mæstro, ar mæstreset hac ar re a ra scol.

G. Piou a dle assista er c’hatechis ?

R. Ar vugale, hac an dud vras pervuàn.

G. Evit petra an dud vras ?

R. Evid ampech da ancoaat, ha disqui ar pes ne ouzont quet.

G. Petra so caus d’an darn vuyàn an dizurso a rên er gristenes ?

R. An ignoranç eus ar religion gristen.

II. QUENTEL.
Voar sign ar Groas.

G. Gred sign ar Groas en Brezonec ?

R. En hano an Tad, hac ar Map, hac