Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
Catechis

quet ar c’hoat, ar vein pe materio-all a henoromp, mæs ar re a so represantet dreize. Lacaat a reomp, eme S. Gregoar, croasio ha portret ar Sænt en Iliso, evit bezàn levro ar re ignorant, ha digass dimp oll memoar eus ar Sænt hac eus ar mysterio represantet dre an imageo-se, evit sevel on speret hac on c’halon bete Doue, ha digass dimp desir da imita ar Sænt evit cavet lod eus ho gloar. En un tieguez reglet mad na dleer jamæs mancout da lenn en brezonec buez ar sant evit an deiz varlerc’h. Cavet a rer buez ar Sænt imprimet mad en brezonec, composet a eis cant hanter-cant pa-gen, en sant Briec.

Henori a reomp Relego ar Sænt evel portiono a gorfo santel, pere so bet an templ beo eus ar Speret-Santel. Doue en deus autoriset an henor-se dre gals a viraclo. Mar deo deut mantel ar prophet Eli da separi an dour er Jourden evit rei plaç da dremen d’ar prophet Elisee ; ur vroec clanv aboe pell amser dre ur c’holl gload[sic], da vezan goellaat o touich habit on Salver ; ar sceud a sant Pêr da voellaat dud clanv hac infirm ; ar mouchouer o defoa touchet corf sant Paul da rei ar yec’het ha da chasseal an drouc-speret ; pebes vertu ha pouar n’en defo quet ar rest precius eus a gorfo ar Sænt ? Mempro int a J. C. ha templo ar Speret-Santel. Invoqui a reomp ar Sænt, ar Sænteset, an Ælez, evit obteni dre o sicour hac o c’hintercession ar graço hac ar sicour a bere on deus ezom. Mignonet int da Zoue, goulen a reont evidomp ha guenemp dre J. C. on щæstr divin. Mar on deus afer gant un den puissant eus ar bed, e clesquomp mignonet evit inter-