Pajenn:Catechis, 1817.djvu/108

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
Treguer.

cedi evidomp ; ha n’en grafemp quet pa zeo question eus on silvidiguez ? Daic’h[sic] surtout, guerc’hes glorius, en em recommandomp. Biscoas den n’en deus o pedet ep santout o protection. C’hui eo on mam ha hini on Salver. Oll deneridiguez ar furra groaguez en quenver o bugale, evel hini ar guella bugale en quenver o mamo, n’en deo netra en comparæson d’o carantez en quenver Jesus, ha da hini Jesus evidoc’h. Sur oc’h pa c’houlennet, na vezet quet refuset. Ouzoc’h e comsàn, gouir servicherien ha gouir servichereset da Vari, c’hui pere oc’h eus santet an effejou eus e gallout, e bolonte, e c’harantez evidoc’h. Hi eo stereden ar mor, mam Jesus, mam memes ar pec’her paour ; rac piou benac a so prest da disesperi voar e silvidiguez, a so sur da vezàn sicouret mar deu d’en em renta dezi. Pedomp eta, henoromp, imitomp ar Sænt, mæs surtout Rouanes ar Sænt hac an Ælez. Hon interest eo, ha piou benac a vanq d’an dever-se, a so deja avancet mad en hent flairius eus ar pec’het hac an impiete. Pedomp bemdeiz Mari ; antreomp en unan benac eus e breuriezo ; pedomp on Æl mad, on patron hac an oll habitantet eus ar gloar. Fixomp alies on daoulagat gant confianç, carantez ha truez voar Groas on Salver. Ar Relego, an Imageo eus ar Sænt, a dle digass dimp memoar da imita o vertuyo.



IV. QUENTEL.

An Ave, Maria, hac ar Chapelet.

G. PEhini eo ar beden agreaplàn a eller ober d’ar Verc’hes ?