Pajenn:Catechis, 1817.djvu/106

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103
Treguer.


An henor a dleer d’ar Sænt, d’oc’h Imageo, d’o Relego.

An henor a rent ar religion d’ar sænt, a so un homaich rentet da grouadurien abalamour ma zint elevet dreist ar re-all. Tri sort henor a renter da Doue ha d’ar Saent.

Da guenta, an henor a Latri, peini a so rentet da ur personaich abalamour d’e excellanç divin hac infinit, ha peini a c’henver Strictamant adoration. An homaich se ne deo dleet nemet da Doue epquen, ha da J. C. evel Doue ha den assambles, ha memes evel den ; rac an natur humen en J, C. a so inseparabl dious e Zivinite.

Ah eil henor a henver a Duli, da lavaret eo un homaich rentet da ur personaich abalamour d’e excellanç crouet, mæs commun d’ar re-all ; hennez eo an henor dleet d’ar Sænt, d’oc’h imageo ; maes n’en deo quet d’an imaich e renter an henor ; d’an hini so represantet dreizàn eo.

An teiret espeç a henor a henver D’hyperduli, peini a renter da ur grouadurez abalamour d’e c’hexcellanç crouet, mæs adimirabl, ha peini ne apparchant nemet outi. Hennez eo an henor a renter d’ar Verc’hes glorius, ha peini ne apparchant nemet outi abalamour d’e c’halite a Vam Doue.

Ar pratiq da henori Croas on Salver, Relego hac Imageo ar Sænt, a deu eus an Ebestel. Test eus a guement se, an Tado santel hac ar C’honcil a Drant, pell da vezàn contrel d’ar c’henta gourc’hemen, henor ar Sænt a so memes commandet dreizàn, pa zeo gouir penaus e c’henoromp Doue dre ar Sæent. Rac n’en deo