Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
Catechis


R. N’en de quet ar Portræjo a henoromp, mæs an hini so represantet dre ar Portræt.

G. Perac e henoromp-nîn Relego ar Sænt ?

R. Abalamour ma int portion eus a Gorfo Santel.

G. Piou eus ar Sænt a dleomp-nîn da pedi, ha da henori muyàn voarlerc’h Doue ?

R. Ar Verc’hes Vari, abalamour d’e c’halite a Vam da Zoue.

G. Pehini eo ar brassàn henor a ouffemp da ober dezi ?

R. Imitàn e vertuio.

G. Pere eo ar vertuio principalàn a dleomp da imitàn er Verc’hes ?

R. Ar garante, an humilite, ar chаstete.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen muyàn dre intercession ar Verc’hes ?

R. Ar pardon eus on pec’hejo, hac ur maro mat.

G. Нac èn so aoalc’h cavet un devotion benac dar Verc’hes evit bezàn Salvet ?

R. Salocroas, red eo ive bezàn guir serviger da Zoue.

G. Pehini eo ar vreuriez communàn instituet en enor d’ar Verc’hes ?

R. Breuriez ar Rosera.