Pajenn:Catechis, 1815.djvu/55

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
Treguer.


G. Hac-ên a dle eur buguel senti ous e Dûd en peb tra tout ?

R. Ya, nemert commandet ve deân un drouc bennac.

G. Petra dle ive an Tado hac ar Mamo do Bugale ?

R. Ho mesur, ho instrui, ho corrigea ha disquoë de exempl vad.

G. Hac-ên so commandet henauri re all ouspen an Tado hac ar Mamo ?

R. Ya, ar Mæstro ha Mæstreset, hac an oll Superioret.

G. Pessort obligation en deus ar Mæstro, ar Mæstreset, hac an domestiquet, an eil en quênver eguile ?

R. Quasi ar memeus obligation evel so entre ar vugale hac ho zud.

G. Obliget eo ar vugale ive da henori ho lestad, ho lesvam, o c’hurator, ho zad-caër, ho Mam-gaër, hac ho c’herent, hervé ho noat hac ho autorite ?

R. Ya, obliget int.

G. Pere eo ar Superioret-all a dleer da henori ?

R. Ar Pap, an Esquibien, hac an oll Dud à Ilis ; ar Roue hac ar re o deus lot eus e autorite.

G. Obliget omp-eta da obeissan dar Roue pa gommand ?

R. Ya, rac e autorite a so digant Doue.

G. Petra difen Doue ouzimp-nîn dre ar bempet Gourc’hemen, Muntrer na vi en nep fæçon, etc.

R. Difen a ra ouzimp laza, na blessân den ebed en he gorf nac en he ine, na cavet ar volonte de ober.

D3